Rann eus | Wehrmacht |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1935 |
Lealded | Trede Reich |
Anv er yezh a orin | Deutsche Luftwaffe |
Brezel | Brezel Spagn, Eil Brezel-bed |
Kan broadel | Fliege mit mir in die Heimat |
Stad | Reich alaman, Trede Reich |
A dalv evit tiriad | Trede Reich |
Raklec'hiet gant | Imperial German Air Service |
Heuliet gant | Luftwaffe, Air Force of the National People's Army |
Deiziad divodañ | 1945 |
Item operated | Junkers Ju 52/3m, Focke-Wulf Fw 200 Condor |
Commanded by | Hermann Göring, Robert von Greim |
Al Luftwaffe a oa nijlu ar Wehrmacht alaman e-pad an Eil Brezel-bed. Nerzhioù nijlu alamagn e-pad ar C'hentañ Brezel-bed, al Luftstreitkräfte eus al lu douar hag ar Marine-Fliegerabteilung evit ar morlu Kriegsmarine, a oa bet roet lam dezhi e 1920 hervez disoc'h Feur-emglev Versailhez a redie Alamagn da chom hep kaout eus un nijlu.
E-pad ar mare etre an daou Brezel Bed, an nijourien alaman a oa gourdonet dre guzh o tremen e-biou eus ar feur-emglev e bazenn nij Lipetsk. Gant ma oa ar strollad Nazi o kemer nerzh ha dre torridigezh Feur-emglev Versailhez ganto, al Luftwaffe a oa bet krouet d'ar 26 a viz Ebrel 1935. Al Lejion Kondor eus al Luftwaffe a gemeras perzh e Brezel diabarzh Spagn. Ar brezel a zuio da vezañ ul lec'h gourdoniñ evit an nijerien, ar c'hirri-nij hag ar strategiezhoù brezel. An disoc'h a voe da lakaat al Luftwaffe da vezañ arbennikaet, ha gant ul lañs teknikel brasoc'h evit darn an nijluioù dre ar bed. Pouezus e voe an darvoud-se dre ma roio lañs bras da nerzhioù an Trede Reich e 1939.
Hañv 1939, al Luftwaffe a oa savet gant 28 Geschwaders (flodad).